Voici les paroles de la chanson : Menez daou , artiste : Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel Avec traduction
Texte original avec traduction
Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel
Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel
War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell
Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr
Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer
Paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder
Ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant
Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant
Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet
Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het
Had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret
En divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo
Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ
Diwar brec’h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ
Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz
Ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na 'mo ket repoz
Chansons en différentes langues
Traductions de haute qualité dans toutes les langues
Trouvez les textes dont vous avez besoin en quelques secondes